Crave

Crave (brezhoneg : C'hoant bras) eo ar pevare pezh-c'hoari bet skrivet gant ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane. C'hoariet e voe evit ar wech kentañ e 1998 gant ar strollad c'hoariva Paines Plough, e Traverse Theatre e Dinedin. Kinniget e voe ar pezh-c'hoari evel ma vije bet skrivet gant Marie Kelvedon. Kane a zivizas implijout un anv-pluenn evit ma ne vefe ket levezonet an dud gant hec'h anv dezhi a oa stag ouzh pezhioù-c'hoari feuls. Dont a ra an anv "Marie Kelvedon" eus hini kêriadenn Kelvedon Hatch, ma kasas he bugaleaj[1].

  1. Sarah Kane, Iain Fisher

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search